Tro Bro-C'hall war varc'h-houarn 1903

Hentad 1903

Kentañ Tro Bro-C'hall war varc'h-houarn a voe redet e 1903, eus ar 1añ a viz Gouere d'an 19.

Aozet e oa gant ar gazetenn L'Auto, deuet da vezañ L'Équipe an deiz a hiziv. C'hwec'h tennad-hent (2 428 km) a oa bet, ha gounezet e voe ar redadeg gant ar marc'hhouarner gall Maurice Garin (en ur ober 94e 33' 14", 25,607 km/e e dizh keitat), bet ranket da eil ha trede ar rederien c'hall Lucien Pothier ha Fernand Augereau.

Aet e oa bet ar maout gant Maurice Garin da-geñver ar 1 tennad-hent (Montgeron-Lyon), ar 5vet tennad-hent (Bourdel-Naoned) hag ar 6vet ha diwezhañ tennad-hent (Naoned-Pariz).

Gounezet e oa bet an eil (Lyon-Marselha) hag an 3de tennad-hent (Marselha-Toloza) gant ar reder gall Hippolyte Aucouturier...daoust dezhañ bezañ dilezet ar redadeg e-kerzh ar 1 tennad-hent, e-kichen Lapalisse ! Aotreet e veze d'an ampoent ha ne voe ket lakaet e anv er renkadur hollek avat.

Gounezet e oa bet ar 4re tennad-hent (Toloza-Bourdel) gant ar reder suis Charles Laeser.

E degouezh Sportva ar Briñsed e oa bet degemeret nemet 21 reder diwar an 79 o devoa lakaet o anv, bet tapet al letern ruz gant Arsène Millocheau, erruet 64e 57' 08 war-lerc'h ar gounideg. « Ar pep pouezusañ..., n'eo ket gounit, kemer perzh ne lâran ket » a vo lâret gant Pierre de Coubertin d'ar 24 a viz Gouere 1908...


From Wikipedia, the free encyclopedia · View on Wikipedia

Developed by Tubidy